Pennad lodek eus Lec'hioù Henegipt |
Lec'hioù |
---|
Nomoù / Kêrioù |
Monumantoù / Temploù |
Takadoù bro |
Goueled Egipt / Kreiz Egipt |
Gorre Egipt / Nubia |
Lec'hiadur |
Bez' e oa an Nomoù (eus ar gresianeg νομοι, nomoi, a dalvez rann, distrig; sepat e demoteg), rannoù melestradurel a veze lodennet Egipt ganto en Henamzer. Ar c'hentañ rann velestradurel a oa ar vevenn a oa daouhanteret Egipt drezi etre Gorre Egipt ha Goueled Egipt. Bep a gêr-benn ha bep a arouez a oa gant an nomoù. Etre eizh nom ha tregont ha daou nom ha daou-ugent zo bet hervez ar mareoù. E-pad ar marevezh ptolemaek ha roman e teuas an nomoù da vezañ rannvroioù melestradurel.
Meret e veze an nomoù e anv ar Faraon gant gouarnerien a veze graet nomarked anezho.
Evit doare eo ken kozh rannadur Egipt e nomoù hag ar marevezh rakktierniezh (e-tro an XXXIIl kantved kt JK). E penn-kentañ e oa eus an nomoù-se keodedoù-Stad bet unvanet tamm-ha-tamm. Gant Menes e voe peurechuet unvanidigezh an nomoù.
Ouzhpenn padout a-hed 3000 vloaz eo chomet stabil a-walc'h anvioù, niver, urzh ha gorread an nomoù. Lod, evel Xois en delta, pe Khent e Gorre Egipt a gaver meneget o anv war maen Palermo bet engravet e-pad ar Vvet tierniezh. Re all, evel Bubastis, zo bet savet da vare ar Rouantelezh Nevez. Renet o deus ar pep brasañ eus faraoned Egipt war 42 nom.
Ugent nom a oa e Goueled Egipt, kreizennet gant Mimfis, kêr-benn ar Rouantelezh kozh. Heuliañ a ra an niveradur red an Nil; gant nomoù ar reter emañ ar sifroù brasañ.
Daou nom war-ugent a oa e Gorre Egipt. Heuliañ a rae an niveradur anezho red an Nil ivez.